War-dro 2e e pad ar weladenn hervez m’oc’h dudiet kalz pe nebeutoc’h gant an arz hag an diskouezadegoù pad ha berrbad.
Foar ar goulennoù
Foar ar goulennoù
Adkavout amañ ar goulennoù a vez savet alies gant an dud a zeu da welet ar mirdi, hag ivez gant an dud a fell dezho dont da welet anezhañ.
Pegeit e pad ar weladenn ?
Ha ret eo mirout ma gweladenn ?
N’eo ket ret deoc’h mirout ho plas evit ur weladenn frank. Er c’hontrol eo ret mirout ho plas(où) evit ar gweladennoù displeget hag atalieroù zo, an abadennoù er vilhederezh enlinenn.
Ha gallout a reer resteuler arc’hant din goude bezañ prenet ur bilhed pe un traezad el levrdi-boutikl ?
Ne c’haller ket resteuler priz ar bilhedoù pe an traezadoù al levrdi ur wech ma’z int bet gwerzhet.
Ha gallout a ran gwelet ar mirdi a-bezh gant ma bilhed ?
Ya, gant ur bilhed mont e-barzh e c’haller mont e pep lec’h er mirdi. N’eus ket eus bilhedoù ha ne c’haller ket dispartiañ evit an diskouezadegoù a bep seurt.
Ha ret eo paeañ ar mont e-barzh evit ar vugale ?
Digoust eo ar mont e-barzh evit ar re yaouank dindan 18 vloaz.
Ha gwir am eus da dapout luc’hskeudennoù e-kerzh ma gweladenn ?
Ya, evel-just, gant ma ne vo ket graet gant ul luc’heder. Pedet oc’h da skignañ anezho war ar rouedadoù sokial en ur dikedennañ ar mirdi : @museepontaven.
Ha gallout a ran dont gant ur valizenn ?
Ne vez ket asantet ar malizennoù er salioù.
Kombodoù digoust digor d’an holl (gant ur jedouer) a c’haller ober ganto (ment ur c’hombod : uhelder : 60 cm ; Ledander : 23 cm ; Donder : 50 cm).
Ha gallout a ran mont er-maez ha mont e-barzh meur a wech e-kerzh un devezh gant ma bilhed ?
Ya, ar bilhed a dalvez evit an devezh m’eo bet prenet ganeoc’h. Ret e vo diskouez anezhañ en degemer-bilhederezh evit mont e-barzh adarre.
Ha gwir am eus da dresañ er salioù ?
Ya, gant ur c’hreion paper hepken hag en ur ziwall da douchañ d’an oberennoù.
Ha degemeret e vez ar bountelloù er mirdi ?
Ya, lakaet e vez bountelloù ivez e-kerz ar weladennerien o devez ezhomm.
Petra zo evit ar familhoù a zeu da weladenniñ ?
Bep taol e kinnig ar mirdi un hentad evit ar familhoù en diskouezadeg verrbad.
Pelec’h debriñ merenn pa vezer e-barzh ur strollad ?
N’eus lec’h ebet gouestlet d’an dra-se met gallout a rit mont war ar porzh pe da Goad Amour. Pretioù a-leizh zo e kêr.
Ha gallout a ra ma c’hi mont e-barzh ar mirdi ?
Ne vez ket degemeret al loened er mirdi, nemet ar chas-heñchañ evit an dud dall hag ar chas-skoazell.
Ha parklec’hioù zo e-kichen ar mirdi ?
Gallout a ri kavout an holl ditouroù war ar monedoù hag ar parklec’hioù war ar bajenn “Dont d’ar mirdi”.