Foar ar goulennoù

Adkavout amañ ar goulennoù a vez savet alies gant an dud a zeu da welet ar mirdi, hag ivez gant an dud a fell dezho dont da welet anezhañ.

  • War-dro 2e e pad ar weladenn hervez m’oc’h dudiet kalz pe nebeutoc’h gant an arz hag an diskouezadegoù pad ha berrbad.

  • N’eo ket ret deoc’h mirout ho plas evit ur weladenn frank. Er c’hontrol eo ret mirout ho plas(où) evit ar gweladennoù displeget hag atalieroù zo, an abadennoù er vilhederezh enlinenn.

  • Ne c’haller ket resteuler priz ar bilhedoù pe an traezadoù al levrdi ur wech ma’z int bet gwerzhet.

  • Ya, gant ur bilhed mont e-barzh e c’haller mont e pep lec’h er mirdi. N’eus ket eus bilhedoù ha ne c’haller ket dispartiañ evit an diskouezadegoù a bep seurt.

  • Digoust eo ar mont e-barzh evit ar re yaouank dindan 18 vloaz.

  • Ya, evel-just, gant ma ne vo ket graet gant ul luc’heder. Pedet oc’h da skignañ anezho war ar rouedadoù sokial en ur dikedennañ ar mirdi : @museepontaven.

     

  • Ne vez ket asantet ar malizennoù er salioù.

    Kombodoù digoust digor d’an holl (gant ur jedouer) a c’haller ober ganto (ment ur c’hombod : uhelder : 60 cm ; Ledander : 23 cm ; Donder : 50 cm).

  • Ya, ar bilhed a dalvez evit an devezh m’eo bet prenet ganeoc’h. Ret e vo diskouez anezhañ en degemer-bilhederezh evit mont e-barzh adarre.

  • Ya, gant ur c’hreion paper hepken hag en ur ziwall da douchañ d’an oberennoù.

  • Ya, lakaet e vez bountelloù ivez e-kerz ar weladennerien o devez ezhomm.

  • Bep taol e kinnig ar mirdi un hentad evit ar familhoù en diskouezadeg verrbad.

  • N’eus lec’h ebet gouestlet d’an dra-se met gallout a rit mont war ar porzh pe da Goad Amour. Pretioù a-leizh zo e kêr.

  • Ne vez ket degemeret al loened er mirdi, nemet ar chas-heñchañ evit an dud dall hag ar chas-skoazell.

  • Gallout a ri kavout an holl ditouroù war ar monedoù hag ar parklec’hioù war ar bajenn “Dont d’ar mirdi”.