Belo
- Parklec’h beloioù dirak ar mirdi
- Ar velo e Konk-Kerne tres al liammoù divrodegoù 🔗
- Pennad-hent Konk-Kerne – Pont-Aven
Evit gouzout hiroc’h war an hent 5 Breizh lesanvet « An Aod » 🔗
E-kreiz Pont-Aven, war ar blasenn Julia, emañ ar mirdi.
Evit mont d’ar mirdi, soñjit en ho tremenerezh dous!
Pad ar weladenn : 2 eurvezh well-wazh
Rouedad Coralie e KKT
Linenn niv. 2 : Konk-Kerne⬄ Pont-Aven (dre Dregon) – arsav « Pont-Aven kreiz »
Al linennoù ingal korn-bro KKT
🚲 Gallout a reer mont e bourzh busoù al linennoù 1, 2 ha 3 gant ur velo. Gallout a reer gwelet gant piktogramm ar fichennoù eurioù pegoulz e c’haller en ober. War al linenn 4 hag er servij hañv « Coralie en Aod » e vez staliet rastelloù beloioù e-pad an hañv hag 8 belo a c’haller ispilhañ e tu a-dreñv ar c’harr-boutin. Gwelloc’h mirout ho plas en a-raok
🎟 Bilhedoù e gwerzh en ajañsoù Coralie, er busoù hag enlinenn en arload Mybus
Kae Aiguillon – 29900 Konk-Kerne • Pgz 02 98 60 55 55 • www.coralie-cca.fr
T.A. Dioulann – 29140 Rosporden • Pgz 02 98 59 21 68 • www.coralie-cca.fr
Karnedoù e gwerzh er burevioù titouroù touristerezh e Tregon, Nevez, Pont-Aven ha Rosporden.
Rouedad BreizhGo – gar ar c’hirri-boutin e Kemper
Linennoù ingal zo evit mont da weladenniñ Kemper, ar Forest-Fouenant pe Benoded kuit a gemer ho karr. Gar ar c’hirri-boutin
Pgz 02 98 90 88 89 • www.breizhgo.bzh
Bilhedoù e gwerzh er burevioù titouroù touristerezh e Konk-Kerne, Tregon ha Pont-Aven
Evit gouzout hiroc'hAr porzhioù-houarn tostañ Kemperle (12 km) ha Rosporden (14 km)
HB 65, er-maez Pont-Aven (6 km). Diaes e vez tremen e-kreiz-kêr e-pad an hañv, etre ar 15 a viz Mezheven hag ar 15 a viz Gwengolo pe war-dro.
C’hoant ho peus d’ober anaoudegezh gant Pont-Aven hag he c’horn-bro : sellit ouzh hor c’hinnigoù evit mont da bourmen !
Pont-Aven zo ur gumun war vord ar Stêr-Aven, a zinaou er meurvor Atlantel a-geñver gant Portamaneg, ur gêr-gouronkañ anezhi. Goude bezañ gweladennet ar mirdi, perak n’afec’h ket war roudoù al livourien e Koad Amour, e chapel Tremalo, war ar porzh… Ma fell deoc’h bezañ heñchet, klikit amañ
Perak chom hep gweladenniñ mirdi ar Pesketaerezh e Konk-Kerne ? Sed aze ul lec’h ma vez miret teñzorioù hag a denn d’ar pesketa evel an Hémérica, ur vag hag a voe savet e 1957. Staliet eo ouzh ur c’hae en deiz hiziv ha gallout a ra an dud a zo o weladenniñ ar mirdi mont en he bourzh. Sellet e vez evel unan eus pezhioù pennañ an dastumad. Ar vag-se, bet savet en Atalieroù hag e Govelioù ar C’hornôg e Sant-Nazer, eo an hini ziwezhañ eus ur rummad 8 chaluter. Evit gouzout hiroc’h : Lec’hienn Mirdi ar Pesketaerezh
Gallout a rit kavout an holl ditouroù e lec’hienn ti an douristed.
Ur programm sevenadurel puilh a vez kinniget gant ar mirdioù e Breizh. Evit gouzout hiroc’h,
gwelet e-barzh lec’hienn internet roueadad ar mirdioù : https://bretagnemusees.bzh/
Pont-Aven zo ur gêr kreñv an istor enni, merket gant un avantur arzel souezhus p’en em gavas enni, adalek kreiz an XIXvet kantved, ur boblañs arzourien fallvrudet, ha gant un istor industriel puilh troet war-zu ar friturioù hag al labouradegoù boued-mir evit al legumaj. Krouet e oa bet ar gumun a vremañ e 1954 diwar kendeuzadur melestradurel ur gêr vihan, Pont-Aven, savet en-dro d’ur stêr, hag ur vourc’h war ar maez, Nizon, a oa bet e-pad pell an tachad poblañ pennañ. An darempred etre an daou « ved »-se, Kêr Bont-Aven ha Bourc’h Nizon, en deus maget istor politikel ar gumun ha diwar-se e vez heligentañ frouezhus bepred etre daou vod da « faltaziañ ». Diwar an daoulezh-se ez eus deuet un hêrezh liesseurt, iskis-kaer, dibar betek ennomp, da baotaat istor ar vro ha d’ober ur vammenn vrudañ dibar.
Labelaet eo Pont-Aven Kêr vihan neuziet-kaer.
Evit gouzout hiroc’h : gwelet e-barzh lec’henn Ti an Douristed ha lec’hienn Ti-kêr Pont-Aven