Levrdi-boutikl
El levrdi-boutikl, a c’haller mont ennañ e rez-an-douar ar mirdi, e vez kinniget un dibab bras a levrioù evit al lennerien ac’hann hag a lec’h all, pe e vefent amatourien pe e vefent tud entanet. Mirout ur roud eus ho kweladenn er mirdi ! Pe e vefe ul levr pe un traezad, kavout a reoc’h un dibab kaer ha ne gaver ket e lec’h all !
Diazezet eo an dibab levrioù hag an oberennoù war an dastumadoù hag an diskouezadegoù berrbad. Un dibab dibar a skeudennoù, a levrioù, a gartennoù-bost, a baperennoù, a c’hoarioù pe a draezadoù digustumoc’h zo evit ar re vras hag ar re vihan hag a ray deoc’h ober ur veaj arzel en tu-hont da vogerioù ar mirdi !
Gwelet hon egorenn gant luc’hskeudennoù


