Troiad gweladenniñ kammed-ha-kammed
Pouezus eo d’ar mirdi aesaat deoc’h ober anaoudegezh gantañ hag ober ma vo ho kweladenn ar c’haerañ ma c’hallo !
Pouezus eo evidomp en em santfec’h mat er mirdi, e c’hallfec’h deskiñ, kenlodañ, dizoloiñ, bezañ e darempred gant an oberoù, santout fromoù, kompren… ha kement-se diouzh ho lusk !
Gwelet amañ-dindan ar rannoù a ya d’ober hon troiad hirbad.


Pont-Aven eus ar gweledva d'an oberenn
Gant an tren en em voazas an dud ouzh gizioù kêr hag ouzh ar galleg, pa veze gizioù hengounel ganto betek-henn. Ar gouloù eno deuet eus ar mor zo ur vammenn awen evit an arzourien. An aergelc’h hag al lec’hioù kaer eno n’o deus ket o far : Koad Amour, chapel Tremaloù, ar porzh, ar meilhoù. Ober anv eus Pont-Aven a dalvez kement ha komz eus Breizh hag eus al livouriezh. Roet e voe anv ar gêr d’al luskad a voe krouet gant Paul Gauguin hag Émile Bernard, Skol Pont-Aven.

E pelec'h edo an arzourien o chom ?
Dont a reas kalz arzourien beajourien da Bont-Aven adalek 1850. Da-heul an diaraogerien eus Amerika en em gavas livourien a-leizh hag a oa o klask un natur difreuz hag ur sevenadurezh hag a oa kontet da vezañ diwar ar maez. Degemeret mat e voe ar gumuniezh vihan a arzourien, unan eus an abegoù pennañ ma chomjont eno : aes e oa kavout kambreier, atalieroù ha patromoù. Unan eus an ostizezed brudetañ e oa Julia Gwilhoù, a oa perc’hennez Ostaleri ar Veajourien ha goude-se war al leti a voe roet hec’h anv dezhañ. Ul lec’h pouezus e oa an ti-lojañ Gloaneg abalamour d’an arzourien d’en em vodañ. Gant-se e vezent broudet da grouiñ, evel ma weler gant ar salioù a voe kinklet gant an arzourien.

Paul Gauguin, al livour kentañ
Paul Gauguin (1848-1903), a oa war roll ar morlu adalek 1845, a guitaas e vicher en Arme-vor e 1871 evit labourat e bed an arc’hant e-pad ur pennad-amzer berr. Ober a reas anaoudegezh gant Camille Pissarro e 1874 ha gantañ e teskas livañ. Etre 1886 ha 1894 e veajas meur a wech e Pont-Aven hag er Pouldu. Da-geñver an Diskouezadeg hollvedel e 1889 e tiskouezas Gauguin un heuliad zingengravadurioù war baper melen e Café des Arts e Pariz a oa dalc’het gant an aotrou Volpini, hag a voe graet « heuliad Volpini » anezhañ. Krouiñ a reas asambles gant Émile Bernard (1868-1941) un doare nevez da implijout al livioù glan, lakaet en abladennoù war an daolenn ha gronnet gant trolinennoù teñval, e doare arz ar gwerennoù-livet. Kuitaat a reas ar vro e 1895 da vont da Dahiti, ha d’an Inizi Markiz goude-se.

Krouerien skol Pont-Aven
An anv Skol Pont-Aven, evit komz eus ar strollad arzourien a bep seurt a oa bet o livañ ingal e Pont-Aven adalek 1888, a voe roet goude. En em vodañ a reas ur strollad livourien tro-dro da Baul Gauguin : Charles Filiger, Meijer de Haan, Claude-Émile Schuffenecker, Armand Seguin, Wladyslaw Slewinski… Doare ar strollad ne oa ket hini ur penn-bras gant e zeskidi tro-dro dezhañ, lakaat boutin o mennozhioù hag o c’henedouriezh dezho o-unan, a oa nevez, ne lavaromp ket, e-maez ar c’helennadurezhioù ofisiel. An arzourien a live asambles hag ul levezon o deze an eil re war oberennoù ar re all diwar o c’haozeadennoù teorikel war an arz. Al livourien o doa « gwir da grediñ ober pep tra », hervez komzoù Gauguin.

Klask ar speredelezh
E fin an XIXvet kantved en em ledas ul luskad kevrinegezh e bed ar C’hornôg, ha diwar-se e tiwanas un ijin speredel en arz. Breizh, gant ar c’halvarioù, an ilizoù hag ar chapelioù, a voe un douar danvez awen ennañ a-leizh. Paul Gauguin a oa bamet dirak ar speredelezh, rak-se ez eas war he c’hlask e Breizh hag en Okeania goude-se. Krediñ a reas en em livañ tres ar C’hrist gantañ e meur a oberenn. Nevesaet e voe skeudenn an traoù sakr gant Maurice Denis pa ziazezas anezho er vuhez pemdez. Evit Paul Sérusier, delc’her klask an niverenn aour en e oberennoù a yae d’ober an imbourc’h speredel-se.

Strollad Pont-Aven
E Skol Pont-Aven, ul luskad arzel hag a oa birvidik etre 1888 ha 1894 dreist-holl, e oa livourien evel Gauguin, Bernard, Sérusier ha Filiger, hag o deus bet levezonet vras war ar simbolouriezh hag an Arz nevez. Gant ar genedouriezh-se e oa bet dilezet an doare da eilañ ar gwirvoud rik ha krouet e veze an oberennoù diwar an eñvor en doa miret an arzour eus ar sujed. An oberenn krouet e-giz-se a ro da welet an doare ma veze gwelet an traoù gant al livour ; reiñ a ra da welet fromoù al livour tra m’edo o livañ. Implijet e veze teknik an abladennoù gant livioù flamm, n’eus perspektivenn ebet, an tresoù zo trolinennet gant livioù teñval, aozet eo an daolenn en un doare mentoniel, kuit a vunudoù hag a draoù diezhomm.

Ar japanouriezh
Evit an Diskouezadeg hollvedel e 1867 e Pariz e voe diskuliet an arz japanat da dud ar C’hornôg. Gant Siegfried Bing (1838-1905), marc’hadour, dastumer, arzvarnour ha mesen, e voe brudet an arz-se e-mesk an dud hag an arzourien, evel Gauguin ha Bernard. Bamet e voent dirak ar stampoù hag o zresoù war ar prim, dirak al livioù flamm, an abladennoù livioù hag ar mod asimetrek d’aozañ an oberennoù. E 1872 e voe ijinet ar ger « japanouriezh » gant an arzvarnour Philippe Burty, kement ha diskouez e oa an oberennoù japanat diouzh ar c’hiz ha kreñv o levezon.

An Nabied
Goude an hañv 1888 e Pariz en em vodas arzourien eus Akademiezh Julian dindan an anv « Nabied », a dalvez kement ha « profeded » en hebraeg. Goude Sérusier, Bonnard, Denis, Ranson hag Ibels en em gavas Vuillard, Roussel, Verkade, Vallotton ha Lacombe ivez nebeut amzer war-lerc’h. Lakaet e voe An Tilsam (Le Talisman), livet gant Sérusier diwar alioù Gauguin e Koad Amour e Pont-Aven, da arouez ar genedouriezh a felle dezho ober ganti. Daou zoare a yae d’ober ar strollad : an eil, sakr, kaset gant Denis a zifenne adsav an arz relijiel levezonet gant stil Gauguin evit eeunaat ar stummoù ; egile, disakr, gant tud hag a zibabe sujedoù tennet eus ar vuhez vodern, en ur c’hoari gant tresoù kinklañ a bep seurt lakaet kichen-ha-kichen ha frammet en ur mod dic’hortoz.

Arz ar stampoù
Goude ar bloavezhioù 1860 e voe krog ar stampoù japanat da gaout levezon war an arzourien eus ar C’hornôg, dreist-holl al livourien eus Skol Pont-Aven a oa engraverien ampart evit an darn vrasañ anezho, hag an Nabied. Ober a rejont anaoudegezh gant doareoù grafek nevez, evel lakaat abladennoù liv kichen-ha-kichen hag efedoù a zeu diwar chom hep lakaat an dudenn bennañ e-kreiz. Gant an engravadur hag ar maendresañ e c’halled kaout meur a skouerenn eus un tres bennak. Etre fin an XIXvet kantved ha kreiz an XXvet kantved e voe savet stampoù dre a bep seurt teknikoù.

Pont-Aven goude Gauguin
Ur wech aet Gauguin kuit ez eas lod eus strollad Pont-Aven kuit eus Frañs, evel Henri Delavallée en em stalias e Turkia. E Breizh e chomas lod all, evel Charles Filiger ha Paul Sérusier. Diwezhatoc’h e voe adkavet nevezadennoù pennañ Skol Pont-Aven e-barzh krouidigezhioù Jean Deyrolle. Livañ a reas e daolennoù kentañ e 1931. Da neuze e oa levezonet gant Paul Sérusier, goude bezañ graet anaoudegezh gant e oberennoù hag e skridoù e Breizh. Adalek 1944 e krogas gant al livouriezh difetis, diwar sellet ouzh an traoù tro-dro dezhañ, hag e-mesk ar re a lakaas reneveziñ an arz-se e voe.
Levrig gweladenniñ – hentad pad
E penn-kentañ an hentad pad ez eus levrigoù gweladenniñ e stumm paper e meur a yezh. Ganto e c’hallit gouzout hiroc’h war an oberennoù e kement lec’h tematek zo. E lec’hioù zo ez eus dafar a bep seurt hag a c’hallit implijout e-kerzh ar weladenn :
- Ul levr klevet diwar-benn an tier-lojañ
- Skrammoù touch diwar-benn kentel Gauguin da Sérusier e Koad Amour
- Dafar da selaou tammoù eus lizheroù klevet
- Ur film diwar-benn ar sintetegezh
- Videoioù berr diwar-benn an teknikoù stampiñ
-
Guide MPA Breton(6.00 MB)
16 July 2024
Télécharger