Savet e voe Mirdi Pont-Aven e 1985 evit respont d’ur goulenn eus perzh tud ar vro hag ar weladennerien : gwelet ha gwelet en-dro, war al lec’h, oberennoù eus skol Pont-Aven. Dont a reas brud vat ar mirdi da gentañ diwar kalite an diskouezadegoù berrbad kaer ennañ ha hini e zielloù a sell ouzh an arzourien a zeuas da Vreizh da labourat etre 1850 ha 1950.

Skol Pont-Aven

An anv « Skol Pont-Aven » a voe roet goude ar pezh a oa c’hoarvezet e Pont-Aven hag er Pouldu e fin an XIXvet kantved. E-touez perzhioù pennañ livourien ar skol-se e c’haller menegiñ e felle dezhe chom hep livañ an natur en un doare re strizh, eeunaat ar stummoù hag ober un tres kreñv tro-dro dezho, ober gant livioù dre abladennoù ha neket dre douchennoù, ha lezel plas da subjektivelezh an arzourien. Doare ar strollad livourien en em vodas tro-dro da Gauguin adalek 1888 na oa ket hini ur penn-bras gant e zeskidi tro-dro dezhañ, lakaat boutin o mennozhioù hag o c’henedouriezh dezho o-unan, a oa nevez alies-mat, ne lavaromp ket, e-maez ar c’helennadurezhioù ofisiel.

Ober anaoudegezh gant un nebeud oberennoù er mirdi

Tableau de Gauguin
Paul GAUGUIN, Village breton sous la neige, vers 1894 ? ou vers 1898-1899 ? huile sur toile, dépôt du musée d’Orsay, D 2016.4.1

Paul GAUGUIN, Ur gêriadenn e Breizh dindan an erc’h

Pa voe gwerzhet madoù Gauguin pa varvas e 1903, e voe prenet meur a daolenn gant Victor Segalen, ofiser mezeg da neuze, a oa o tremen e Papeete. Prenañ a reas evit 7 lur un daolenn souezhus anvet « Lammoù-dour Niagara » (Chutes du Niagara) hag a lakaas an dud er sal da c’hoarzhin. E gwirionez ilpennet e oa bet diskouezet an daolenn war an tu gin gant ar c’homiser-prizachour, rak ur wech lakaet war an tu mat e teu lammoù-dour Niagara da vezañ ar gêriadenn-se e Breizh dindan an erc’h. Diaes eo gouzout resis pegoulz e oa bet savet an oberenn-mañ : ha livet e voe e 1894 pa zeuas Gauguin da Vreizh evit ar wech diwezhañ ha kaset gantañ da Dahiti ? pe neuze e voe livet gant Gauguin e-tro 1898-1899 e Polinezia, evit degas da soñj eus nozvezh an Nedeleg, p’en doa soñj eus Pont-Aven dindan an erc’h dek vloaz a-raok ? E-pad pell e soñjas da Segalen e oa marvet Gauguin en ur livañ an daolenn-mañ. E gwirionez e oa bet miret gant an arzour en e log e Polinezia betek e varv evel un dra brizius pa oa un eñvorenn eus Pont-Aven, lec’h ma oa ganet ar skol brudet.

 

Paul GAUGUIN, Deux Têtes de Bretonnes, 1894, pastel sur papier, achat par préemption en vente publique avec la participation du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne, Mécénat Bretagne, Fonds du patrimoine, Conseil régional, Conseil général, Ville de Pont-Aven, Amis du Musée de Pont-Aven, souscription publique en vente publique, inv. 2004.3.1

Paul GAUGUIN, Daou benn Bretonezed

Gwelet a reer dremmoù div Vretonez er pastel-mañ, unan anezho a-dal a denn d’un Dahitianez, serret he daoulagad, hag eben war gostez. Lod eus an istorourien arz a wel « an hunvre hag ar gwirvoud » e-barzh an oberenn-mañ, evel pa gimiadfe Gauguin diouzh Breizh. Gant an dedienn d’e vignon Maxime Maufra, gant ar gerioù maori « aïta aramoe » a dalvez kement ha « ket ankouaet », e weler an darempred tost a oa etrezo.

Émile BERNARD, Étude pour "Le Blé noir", 1888, huile sur toile, don des Amis du Musée de Pont-Aven, inv. 1999.12.1

Émile BERNARD, Raklivadur evit « Ar Gwinizh-du »

Ur raklivadenn eo eus lodenn dehoù an daolenn brudet Ar Gwinizh-du a voe livet e 1888. El lizheroù a gase d’e dud e komze Bernard eus an taolennoù bihan a laboure warno hag a gase dezho pa veze o veajiñ e Breizh. Ne oa ket graet ar raklivadurioù-se evit bezañ gwerzhet ha ne oant ket anavezet.

Émile BERNARD, Paysage de Pont-Aven ou L'Arbre roux, 1888, huile sur toile, achat avec le soutien du mécène officiel CIC Ouest et du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées - FRAM - État/Région Bretagne, inv. 2018.2.1

Émile BERNARD, Gweledva e Pont-Aven pe Ar Wezenn rous

Livet e voe meur a weledva gant Émile Bernard e 1888 e korn-bro Pont-Aven : heñvel a-walc’h int an eil re ouzh ar re all a-fet doare, ha pa vefent livet pe treset. Chomet e oa tost ouzh an doareoù japanat hag awenet e oa dija gant ar sintetegezh a oa krog ganti gant Gauguin. Apladennoù direoliek a voe dreistlakaet en eoullivadur bihan-mañ. En dalenn ziwezhañ e weler ur wezenn he c’hurunenn e stumm un hantergelc’h. Perc’henn e oa bet Maurice Denis war an daolenn-mañ a voe anvet Ar Wezenn rous gant e familh.

Paul SERUSIER (1864 – 1927), Portrait of Marie Lagadu, Oil on canvas, 1889, 62 x 47 cm, Acquired with the assistance of FRAM, Inv. 2008.3.1

Paul SÉRUSIER, Poltred Marie Lagadu

Poltred Marie Lagadu zo un oberenn hag voe livet e Pont-Aven e 1889 gant Paul Sérusier pa oa o kregiñ gant e vicher. Anaoudegezh en doa graet an arzour gant Marie Lagadu en ti-lojañ Gloaneg, ma laboure-hi evel matezh. Alies-mat ec’h asante an implijidi en ostalerioù pozañ evit al livourien. En oberenn-mañ ec’h adkaver ar pennaennoù a oa bet disklêriet gant Gauguin e Koad Amour, ha talvoudus eo e-keñver an etnografiezh abalamour m’eo gwisket ar Vretonez gant ar c’hoef labour eus Pont-Aven.

Maxime MAUFRA, La Crique, 1894, huile sur toile, don des Amis du Musée de Pont-Aven, inv. 2002.6.1

Maxime MAUFRA, An Ouf

Maufra a reas anaoudegezh gant Gauguin e Pont-Aven e 1890 ha dont a rejont da vezañ mignoned. An Ouf zo ur skouer vat eus e enklaskoù arzel, a rae dezhañ lezel ul lodenn eus al lien diliv a-ratozh. Ar mor hepken zo livet penn-da-benn, pa n’eus graet nemet brastresañ an tornaodoù. Labourat a rae al lien evel pa vefe bet oc’h ober un engravadur, un teknik hag a blije kalz dezhañ.

Armand SEGUIN, Nu de la Comtesse d'Hauteroche, juin 1896, huile sur toile, achat par mécénat de CIC Ouest pour le Musée de Pont-Aven, inv. 2015.3.1

Armand SEGUIN, Noazhenn Kontez Hauteroche

Armand Seguin zo, asambles gant Gauguin, e-touez an izili gentañ eus Skol Pont-Aven. Livañ a reas an oberenn-mañ e 1896 e Pariz, d’ur mare ma’z ae e grouidigezh arzel war c’horrekaat hag ar gounidoù arc’hant war dreutaat. An daolenn, e doare ur gweledva, a zegas da soñj eus Merenn war al leton (Déjeuner sur l’hebe) gant Manet, pa weler en dalenn gentañ ur vaouez noazh, hanter droet, azezet war un tamm danvez dibleget er prad. N’anavezer ket ar patrom. Marteze e c’hallfe bezañ Gabriela Zapolska, a oa bet o vevañ gant Paul Sérusier. Prenet e voe an daolenn-mañ pa oa bev Seguin c’hoazh, gant an arzour Arsène Alexandre, un arzvarnour hag en doa pouez e bed an arz. Prenet e voe gant Maurice Denis da-c’houde.

Maurice DENIS, Baigneuses à Port-Blanc, 1925, huile sur toile, achat avec le soutien du mécène officiel CIC Ouest et du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées - FRAM - État/Région Bretagne, inv. 2017.4.1

Maurice DENIS, Kouronkerezed e Porzh Gwenn

E 1886 en em gavas Denis e Perroz-Gireg evit ar wech kentañ. Eno e tremenas an hañvezhioù adalek 1908, p’en doa prenet ar villa Silencio. War an daolenn-mañ, a zo ur sioulded kaer enni, e weler morlenn Porzh Gwenn (Aodoù-an-Arvor), e-kichen Perroz-Gireg. Estreget un nebeud kouronkerezed ne weler nemet ar mor, gant ur c’hemm etre e liv glas sklaer ha skedus, hag ar reier roz a zo tro-dro dezhañ. An touchennoù gwenn a weler war gorre an dour zo gwagigoù. Degas a ra an aridennad tresoù-se perzhioù « kinklañ » d’an oberenn-mañ.

Paul SÉRUSIER, Les Porcelets, 1889, huile sur toile, achat avec la participation du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne auprès d'une galerie, inv. 1999.6.1

Paul SÉRUSIER, Ar Perc’helligoù

En dalenn gentañ e weler daou borc’hellig o tebriñ en ur veol goad ha foenn tro-dro dezho. Bez’ ez eus ur Vretonez, na weler nemet an tri-c’hard anezhi, o pignat gant an diri, ur c’helorn ganti en he dorn. Peogwir emañ o pignat ne weler nemet unan eus he divhar. Gwisket eo gant dilhad labour, da lavaret eo un hiviz gwarezet gant mitonoù hag ur gorseledenn, ur vrozh hag un davañjer, ha botoù-koad. Savet e voe an oberenn-mañ diwar ul linenn a-veskell hag a droc’h anezhi etre div lodenn livioù. An eil zo livioù yen dezhi en dalenn ziwezhañ hag eben zo livioù tomm dezhi en dalenn gentañ. Gant an oberenn-mañ e weler kenedouriezh Skol pont-Aven gant tresoù simplaet, livioù flamm hag ur gouchadur dic’hortoz hag a droc’h al lodenn uhelañ eus korf ar vaouez.

Tableau de Maurice DENIS
Maurice DENIS (1870 – 1943), Mother and Child at Le Pouldu, Evening Light, Oil on canvas, 1899, 49 x 65 cm, Acquired with the official support of CIC Ouest for the Musée de Pont-Aven, Inv. 2015.5.1

Maurice DENIS, Mammelezh er Pouldu, efed an noz

War an daolenn-mañ e weler ur senenn familh, ar seurt a blije d’an arzour, hag a voe livet pa oa-eñ o vakañsiñ en ti-lojañ Portier, er Pouldu, e 1899. E-kreiz e weler Marthe, e wreg, o merc’h nevez-c’hanet Bernadette, gant Éva, c’hoar Marthe, ha Noële, o merc’h henañ. Degas a ra al livioù un aergelc’h plijus d’an daolenn. Kreñvoc’h c’hoazh eo ar c’hemm pa’z eo digor ar prenestr en dalenn a-dreñv, hag e weler ar mor da serr-noz a bellwel, gant livioù yen.

Meijer Isaac De HAAN, Paysage à l'arbre bleu, entre 1889 et 1890, huile sur toile, achat avec la participation du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne, inv. 2000.11.1

Meijer Isaac De HAAN, Gweledva gant ar wezenn c’hlas

Gweladenniñ a reas Meijer de Haan an diskouezadeg livadurioù gant ar strollad impresionour ha sintetegour e kafe Volpini e Pariz e 1889, ma reas anaoudegezh gant Gauguin, ha da neuze ez eas gantañ da Vreizh. Treset e voe ar werjez-mañ ouzh tor ar menez gant ur barr-livañ glas ha simplaet a-galz eo an tres gronnet. E-mesk ar gouez a voe livet e weler dreist-holl an hini zo en dalenn gentañ, gant e gef glas ha tort war ur foñs glas-gwer. Lakaet eo al livioù en apladennoù hep perspektivenn ebet. E 1888 e livas Paul Gauguin ur gweledva anvet Ar Gwez glas (Les Arbres bleus).

Mogens BALLIN, L'Église à Saint-Nolff, vers 1892, gouache sur papier, achat avec la participation des Amis du Musée de Pont-Aven, du mécène officiel CIC Ouest et du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne, inv. 2017.5.1

Mogens BALLIN, An Iliz e Sant-Nolf

Chom a reas Ballin e Sant-Nolf er Mor-Bihan e-pad an hañv 1892 gant e vignon bras Jan Verkade. An arzour a zeuas da vezañ katolik er gêr-se. Treset e voe ar gweledva sintetegour-mañ gant ur barr-livañ ha livet gant gouach. An apladennoù livioù, gronnet gant linennoù troellennek a ya d’ober gwez gwagennek. An iliz, a voe damdreset buan-ha-buan gant livioù glas ha gwenn, eo al lec’h kreiz ma vez kaset sell an nen en un doare naturel.

Claude-Émile SCHUFFENECKER, Portrait de Madame Champsaur, 1890, huile sur toile, achat avec la participation du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne, inv. 1995.6.1

Claude-Émile SCHUFFENECKER, Poltred an itron Champsaur

En daolenn-mañ e weler gwreg ar skrivagner Félicien Champsaur, ur romantour eus fin an XIXvet kantved. Un aergelc’h prizius zo er poltred-se, pa’z eo gwisket an itron Champsaur gant dilhad kêr cheuc’h, kinklet gant broderezh giz Breizh. An dave d’ar Succube gant Rodin a ziskouez droukspered maouez, a zo an hoalerezh e berzh pennañ.

Paul RANSON, Etude pour Christ et Bouddha, 1890, pastel sur papier, achat avec la participation des Amis du Musée de Pont-Aven, du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne et de la Société archéologique du Finistère auprès d'une galerie, inv. 2023.4.1

Paul RANSON, Raklivadenn evit Krist ha Bouddha

Ar pastel-mañ zo un diverradenn eus arz Ranson. Evel an Nabied all e oa prederiet kalz gant ar pezh a selle ouzh prederouriezh ha relijion. Entanet bras e voe o lenn Les Grands initiés gant Schuré, ul levr mojennel hag a gont istor kevrinus ar relijionoù en ur vont war dachenn an hengoun ezoterek. Ken bamet e oa bet ivez, evel kalz a dud all e fin an XIXvet kantved, gant teoriennoù teozofek Helena Blavatsky ha re ar saloñs Rozenn+Groaz gant Sâr Peladan. Ar pastel-mañ zo ur raklivadenn evit an daolenn « Krist ha Bouddha » (e-tro 1890) a zo miret en Izelvroioù. An sinkretegezh, m’eo mesket ar gristenelezh, an hindouegezh hag ar voudaegezh, a weler splann amañ : da gentañ ez eus un delwenn gant un diarenn ha bleunioù lotuz tro-dro dezhi, arouez an Hollved. A-us dezhi emañ Bouddha gant un aora orañjez tro-dro dezhañ, anzo ur marsoñj eus ar santual boudaek a oa bet gwelet gant Ranson e pavilhon an Annam hag an Tonkin en diskouezadeg hollvedel e 1889, lec’h ma oa bet bamet gant taolennoù Gauguin er c’hafe Volpini ivez.

Wladyslaw SLEWINSKI, Nature morte aux pommes et au chandelier, vers 1897, huile sur toile, achat avec la participation du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne, inv. 1997.11.1

Władysław ŚLEWIŃSKI, Divuhezenn gant avaloù hag ur c’hantolor

Etre 1889 ha 1916 e oa bet Ślewiński, un diskibl da Gauguin eus Polonia, o vevañ e Pont-Aven, er Pouldu hag e Dolan da-c’houde. Livañ a reas an divuhezenn-mañ e doare Paul Gauguin, a weler mat e levezon warnañ amañ. Gant an trolinennoù gronnet gant un tres tev, al livioù glann en apladennoù, ar berspektivenn zon hag ar stummoù simplaet ec’h adkaver doareoù skol Pont-Aven m’eo stag an oberenn-mañ, dediet da Marie Schewtzoff.

Georges LACOMBE, Breton portant un enfant, vers 1894, huile sur toile, achat avec la participation du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne , inv. 1996.8.1

Georges LACOMBE, Ur Breton o tougen ur bugel

Adkavet e oa bet an oberenn-mañ savet gant Lacombe dindan un daolenn gant Anders Osterlind. Gwelet a reer ur c’hoad, damdreset gant kefioù gwez ha raden. Gant an aergelc’h iskis a zo enni eo lakaet an dudenn greiz war-wel : ur Bigouter o tougen ur bugel.

Henry MORET, Rochers au bord de l'Aven, vers 1891, huile sur toile, achat avec participation du FRAM, inv. 2004.18.1

Henry MORET, Reier war vord an Aven

Moret a oa e Skol Pont-Aven e-pad an nebeud bloavezhioù ma oa Gauguin e Breizh. Goude-se, diwar levezon ar marc’hadour arz Durand-Ruel, ez eas en-dro war-zu an impresionouriezh. En daolenn-mañ eo sintezennet ar gweledva a zo bet aozet war ul linenn a-veskell. N’en doa graet al livour nemet gant gwer ha roz, ar c’hempouez livioù a blije dezhañ ar muiañ, lakaet dre douchennoù bihan kenstur. En oberenn-mañ e weler levezon Gauguin war Moret : simplaat a-ratozh, an doare da aozañ an traoù a-veskell, al livioù flamm. Gwelet a reer e klaske mont d’ar pep pouezusañ ha skarzhañ ar munudoù pe an traoù ne oant ket pouezus.

Burr H. NICHOLLS, Le Rétameur, 1881, huile sur toile, achat avec la participation du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne, inv. 2016.5.1

Burr H. NICHOLLS, Ar Staener

Adalek ar bloavezhioù 1880 e teuas arzourien amerikan da Vreizh, evel Burr H. Nicholls, evit livañ dindan an oabl, evit klask realouriezh, ha kavout ur sevenadur war ar maez digontamm hag a seblante « egzotek » dezho. En daolenn-mañ e weler ur senenn eus ar vuhez pemdez, ma’z eus ur Vretonez yaouank o sellet ouzh ur staener war e labour da lavaret eo prientiñ ha dresañ ar binvioù metal. Un daolenn par dezhi zo er Pennsylvania Academy of the Fine Arts (SUA) : Efed gouloù an heol (Sunlight effect).

Marie LUPLAU, Le Bois d'Amour à Pont-Aven, 1883, huile sur toile, don des Amis du Musée de Pont-Aven, inv. 2006.9.1

Marie LUPLAU, Koad Amour e Pont-Aven

Marie Luplau, a-orin eus Danmark, a oa e-mesk ar strollad tud eus Skandinavia a oa o vevañ e Pont-Aven e fin an XIXvet kantved. Plijout a rae d’an arzourez livañ ar gweledvaoù diwar natur. Livañ a rae he zaolennoù en he atalier diwar brastresoù graet ganti war ar prim. Un nebeud bloavezhioù a-raok Paul Sérusier hag Émile Bernard he doa taolennet Koad Amour hag an alez faou en un doare realour, e doare skol Barbizon, o lakaat evezh bras ouzh ar munudoù.

Ferdinand du PUIGAUDEAU, La Lanterne magique, vers 1896, huile sur toile, achat avec le soutien du mécène officiel CIC Ouest et du Fonds Régional d’Acquisition pour les Musées – FRAM – État/Région Bretagne, inv. 2020.8.1

Ferdinand du PUIGAUDEAU, Al letern hud

Ur senenn diouzh an noz eo, ar seurt a blije d’an arzour, ken m’en doa savet meur a stumm anezhi zoken. E 1659 e voe ijinet al leternioù hud, a veze graet « leternioù an aon » anezho. Diduet e veze an dud ganto er c’hêrioù ha war ar maez o vannañ bandennoù bev ha livet war bplakennoù gwer. Tud Kemper a rae « Termajioù » ivez anezho, ur verradenn hag un distummadenn eus « lanTERne MAGIque ».